Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/20

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
14

en hoc’h ingin, en hoc’h evessa bras, en ho cundu mad. Beza ez int, evit güir, traou excellant ; mes beza e vezint oil evidoc’h inutil, ma noc’h eus, arauc tout, benediction Doue. Goulennit eta humblamant ar venediction-se ; na vezit qet insansibl da ezomou ar re da bere e zeo bet refuset, mes roit dezo consolation ha sicour. Bezit sonch mad penaus an den santel Job a voe paour, hac e teuas goude da veza eurus.

Na lavarin qet davantach. An experianç a zalc’h ur scôl e pehini ar guenteliou a goust qer ; mes enni eo hepqen ec’h ell an den disqiant en em instrui, ha c’hoas na ziscont-he qet nermeur a dra ; rac, evel a lavar c’hoas ar pautr-côs Richard, gallout a rêr rei un avis mad, mes nonpas ur gundu vad. Bezit eta sonch mad penaus an hini ne voar qet receo un avis mad, na ell qet, qen nebeut, beza sicouret, en ur fêçon util ; rac, evel e ten c’hoas ar pautr-côs Richard da lavarat : ma na fell qet deoc’h selaou ar rêson, na vanco qet da laqat en em santout.

An den venerabl Abraham a echuas evelse e ziscours. Ar bobl en selaoue gant attantion ; approuvi a rejot e vaximou ; mes ne vanqjot qet da ober ractal ar c’hontrol just, evel a erru er sarmoniou ordinal ; rac, ar verzidiguez o veza commancet, pep hini a brenas, er fêçon ar muia disqiant, daoust d’an oll remontrançou eus ar sermoner, hac an aoun en devoa an assamble da nonpas gallout paea an taxou.

Ar citationou, repetet alies, en devoa gret eus ar pautr-côs Richard, pehini evit en henvel, a zo ho servicher, a vije bet enouus evit re-all ; mes va vanite a voe meurbet hilliguet, evidòn da veza sur mad penaus eus an oll guizieguez a accordet din, ne voa qet an degvet loden a apparchante realamant din, ha n’am boa destumet o studia var ar squianchou mad eus an oll nationou. Petra benac a vez, en em resolvis d’en em gor-