Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
13

na sonjec’h qet marteze nemeur er baeamant ; mes, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ar greançourien o deus guelloc’h memor eguet an debitourien ; beza ez int ar rum eus ar bed ar muia supertitius. Ne zeus observatour ebet muioc’h acqedus egueto eus an oll poentchou deus an armanac.

An amzer a ruill en dro deoc’h, hep na rit attantion, hac e teuer da formi ar goulen arauc m’ho pe preparet nep tra evit satisfia. Mar sonjit, er c’hontrol, en ho tle, an termen pehini a seblante deoc’h d’abord qen hir, a barisso deoc’h guell vêr. Seblantout a rae en defe an amzer diou esqel ous e dalonou, evel m’en deus ous e ziouscoas. Ar choraïs a zo guell vêr, eme ar pautr-côs Richard, evit ar re a dle paea da Basq. An amprester hac an debitour a zo daou esclavour : unan eus ar prestour ; eguile eus ar c’hreançour ; bezit horror eus ar chaden-se. Conservit ho liberte hac ho tisepandanç ; bezit ingenus ha libr. Mes marteze e sonjit-hu er moment-mâ en ur stat a bermet deoc’h contanti ur faltazi benac, hep risca d’ober gaou ouzoc’h. Mes espernit evit amzer ar gosni hac an ezom, e qeit ha ma ellit. Heaul ar mintin na bad qet epad an deiz, evel a lavar ar pautr-côs Richard.

Ar gounideguez a zo douetus ha passager ; mes an dispign a vezo bepret continuel ha certen. Ezetoc’h eo, eme ar pautr-côs Richard, sevel diou chiminal, eguet derc’hel unan bepret tom ; rac-se, emezàn c’hoas, it qentoc’h da gousqet hep coania, eguet sevel gant dle. Gounezit ar pez a zo possubl deoc’h, ha gouezit menagi ar pez oc’h eus gounezet, Se eo ar güir voyen da chench ho plom en aour. Sur ha certen eo penaus, pa bossedot ar sceret-se, n’en em glêmmot mui eus a rigor an amzer, nac eus an difficulte da baea an taxou.

An doctrin-se, va miguonet, a zo hini ar reson hac ar prudanç. Na zit qet gouscoude d’en em gonfia hepqen