Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
15

rija va-unan, goude ar citationou a glevis ober ; ha dre ma voan en em arrêtet en intantion da brena peadra da ober un habit nevez, en em resolvis neuze da lacat an hini côs da badout.

Lenner, ma ellit ober qement all, e c’honezot qement ha me.


FIN.


————


Benjamin Franklin, ganet e Boston, ar 17 eus a vis guenveur 1706, a voa ar seitecvet buguel da Joseph Franklin, fabricant saon ; hac én yaouanqiq, e vije bepret occupet da lenn al levriou ar muia sqiantus.

Disqi eure an etat a imprimer, ha da 15 vloas e compose scridou mad, pere a laqe imprima, hep en em henvel. Mont a ras da Philadelphi, e pelec’h ec’h êruas gant ur pez a uguent real hepqen. Eno e labouras en un imprimeri, mes tromplet dre bromessaou vean ar gouarner, e teuas da Londres, e pelec’h e vevas gant ur sobriete ar vrassa. Retorn a reas da Philadelphi, hac e roe qenteliou mad d’ar gompagnunez en em gave en e dy bep guener da nôs.

Ur servich bras meurbet a rentas d’e vrô, en ur bublia al levric-mâ, a behini e verze dec mil bep bloas.

Reir e vez comz eus e oll talanchou, hac eus ar servichou hep nombr a rentas d’e vrô. E 1777, d’an oad a 71 vloas e teuas da gaout ar Roue a Franç, da behini en em bresantas gant e vleo dispaq var e ziou scoas, hep poultr, un toc distronç, un habit mezer brun ; anfin eguis ul labourer. An oll a admire e simplicite. Retorn a eure d’e vrô, e pelec’h e varvas ar 17 a vis ebrel 1790, oaget a 84 bloas.


Proprieté de l’Auteur.