Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
7

dibres, eme ar pautr-côs Richard, a zo diou dra meurbed dishenvel. Credi a rit-hu ec’h accordo ar feneantis deoc’h muioc’h a blijadur eguet al labour ? Gaou oc’h eus. Rac evel a lavar ar pautr-côs Richard : ar feneantis a enguehent ar sourciou, hac an dibres hep necessite a brodu poaniou fachus, Calz a dud zo hac a garfe beva hep labourat, dre o speret hepqen ; mes mancout a reont e defot a found. Al labour, er c’hontrol, a zigaç atao an agremant, an abondanç hac ar respet. Ar blijadur a red bepret varlerc’h ar re a dec’h ounti. An nezerez vigilant na vanq james a invis. Abaoue ma meus un tropel dénved hac ur vioc’h, an oll a zalud ac’hanon, evel a lavar ar pautr-côs Richard.

Mes istre carantez evit al labour, ez eo ret c’hoas caout fermder, resolution ha soign vras. Ret eo guelet hon afferaou gant hon daoulagad hon-unan, ha nonpas en em gonfia e daoulagad ar re all. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, ne meus biscoas guelet ur vezen, pehini a chancher alies a blaç, hac un tieguez a ziloch ivez alies, o prosperi qement ha re all pere a chom stabil. Hac e lec’h all e lavar : Teir dilojadec a ra ar memes gaou evel un tan-goall. Dioüallit ho stal, hac ho stal ho tioüallo. Mar qerit ober hoc’h afferaou, ît hoc’h-unan d’o ober : ma ne fell qet deoc’h e vent grêt, cassit re-all d’o ober. Evit ma prospero al labourer, e zeo ret e cundufe én e-unan e alazr. Lagad ar mestr a ra muioc’h eguet e zaou zorn. An defaut a soign a ra muioc’h a c’haou eguet an defaut da c’houzout. Nonpas evessât an devezerien, a zo ar memes tra evel reï dezo ar yalc’h e discretion. Ar re a gonfianç er re-all, a zo ar revin eus a galz a dud. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard, en afferaou ar bed, n’en deo qet atao dre ar feiz en em saveteer, mes dre nonpas caout. Ar soign a guemeromp diouzomp hon-unan a zo bepret profitabl. Rac, evel a lavar ar pautr-côs