Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/14

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
8

Richard, ar gouizieguez a zo evit an den studius, hag ar binvidiguez evit an den vigilant, evel ar buissanç d’ar vaillantis hue ar barados evit ar vertus.

Mar fell deoc’h caout ur mevel fidel hac a garfec’h, en em servichit hoc’h-unan. Ar pautr-côs Richard a gonseill an eves mad evit an dra distera memes, rac digouezout a ra alies penaus an neglijanç ar vianna a brodu un drouc bras. E defaut eus a un tach, emezàn, houarn ar marc’h en em goll; e defaut un houarn, e coller ar marc’h ; hac e defaut ar marc’h, ar c’havalier e-unan en em goll, rac e adversour a drap hac a laz anezàn ha qementse oll evit nonpas beza grêl attantion da un houarn marc’h.

Aoüalc’h eo qement-mâ, va mignonet, var al labour ha var an attantion a dleomp da guemer var hon afferaou hon-unan ; mes, goude se, e tleomp c’hoas caout an temperanç, mar fell deomp assuri an issu eus hon labour. Ma ne voar qet un den espern dre ma c’hounit, e varvo hep ur guennec, goude beza bet epad e vuez stagnet var e labour. Sulvui e zeo lard ar gueguin, eme ar pautr-côs Richard, sulvui e zeo treud an testamant. Meur a fortun en em dissip-dre m’o c’honnezer, abaoue m’o deus neglijet ar mere’hed ar gueyel hac an nados, evit ar c’hafe, al liqeuriou, an oll lipouserez, hac an dillad caer ; hac ive abaoue m’o deus ar goaset dilezet o hostillou evit ar guïn, ar guïn-ardant, ar c’horn-butun ha meur a dra all, d’an nebeuta inutil. Mar qirit beza pinvidic, emezàn, na zisqit qet kepqen penaus e c’hounezer ; disqit ive penaus e venager. An Indes n’en deus qet pinvidiqêt ar Spagnolet, rac o dispignou a zo bet trec’h d’o frofit.

Renoncit eta d’ho sotoni dispignus, hac ho pezo nebeutoc’h d’en em glêm eus a ingratiri an amzer, eus a grevustet ar c’hontributionou, hac eus an antretienou foll, eus an oll bombanceres a rit en ho coll hoc’h-unan.