Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6

oll ampechamanchou a zigouezo ganeoc’h varc’hoaz ; Qementse eo a ra d’ar pautr-côs Richard lavarat : Un hirio mad a dal muioc’h eguet daou varc’hoas. Hac ouspen : Un dra benac hoc’h eus-hu da ober evit varc’hoas ? grit-hi hirio. Ma vec’h mevel da ur mestr mad, na vec’h-hu qet mezec ma teufe d’ho henvel feneant ? Mes, ho mestr hoc’h-unan oc’h. Ruziet eta da gaout d’en em reproch ar feneantis.

Nac a draou oc’h eus-hu da ober evidoc’h hoc’h-unan, evit ho famill, evit ho mam-bro, evit ho Roue ! Savit eta da c’houlou-deiz ; ha na deuyo qet an heaul beniguet, en ur strinqa e sellou brillant var an douar, da lavarat : Cede aze un den lach cousqet c’hoas ! Hep dale, en em laqit d’al labour ; ha bezit sonch, evel a lavar ar pautr-côs Richard, penaus ur c’has maneguet na drap qet a logod.

Lavarat a reot dìn e zeus calz da ober, ha n’oc’h eus qet a nerz evit se, qementse a ell beza güir, mes bezit ar volontez vad hac ar berseveranç, hac e velot burzudou. Rac, evel a lavar ar pautr-côs Richard : an daqadennic dour a guez continuelamant a deu a benn da doulla ar c’halleta men, Gant labour ha paciantet, ul logoden a doull un arc’h ; ha tauliou bian, scoet hep cess, a deu a benn da ziscar ar vezen brassa.

Seblantout a ra dìn clevet unan benac ac’hanoc’h o lavarat dìn : Ha n’en d’eo qet ret ive qemer ur moment a repos ? Respont a rìn deoc’h, va mignonet, ar pez a lavar ar pautr-côs Richard : Implijit mad hoc’h amzer, mar fell deoc’h meritout ar repos ; ha na gollit qet un heur, pa n’en doc’h qet assuret eus ur minut.

An dibres a zo un amzer pehini a eller da implija da un dra benac a util. Ne zeus nemet an den evisiant a ell en em brocuri ar seurt dibres-se, da behini ar feneant na barven james. Ar vuez tranqil, hac ar vuez