Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5

a rent oll eaz : an hini a sav divezat, en em fourgaç hed an deiz, hac a boan e commanç e afferaou, e zeo dija nôs. Al leziriguez a za qer goustad, ma zeo qerqent tizet gant ar baourentez. Poulsit hoc’h afferaou, ha ma na vezo qet int a boulso ac’hanoc’h. Mont da gousqet abret ha sevel mintin, a zo an diou fêçon guella da gonservi ar yec’hed ar fortun hac ar sqiant.

Petra a sinifi an esperanç hac ar vœuyou a formomp evit amzeriou eürussoc’h ? Renta a rimp an amzer mad, mar gouezomp agissa. Al labour, evel a lavar ar pautr-côs Richard, n’en deus qet ezom a c’hoantjou. An hini a vev var an esperanç, a risq da vervel gant an naoun : Ne zeus qet a brofit hep poan. Ret eo din en em servicha eus va daouarn, pa na meus qet a zouarou ; mar am eus, ez int goall imposed ; hac evel a lavar ar pautr-côs Richard gant rêson, ur vicher a dalvez ur fond douar ; ur brofession a zo un implich hac a unan bepret evidomp an enor hac ar profit. Mes, ret eo labourat eus ho micher ha souten ho reputation, pe autramant, nac ar fond nac ar vagasin na sicourint qet ac’hanoc’h da baea an tellou. Piou benac, eme ar pautr-côs Richard, a zo labourus, na dle qet caout aoun ous an dienez. An naoun a sell ous dôr an den labourus, mes na gred qet antren. Reza e zeo er memes tra respetet gant ar recevourien ha gant an hussierien ; rac al labour a bae an dleyou, hac an disesper a gresq anezo.

Ne d’eo qet necesser e cafac’h tenzonou, nac e teufe qerent pinvidic da renta ac’hanoc’h heritourien dezo. An acqed, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a zo mam ar brosperite, ha Doue na refus netra d’al labour. Labourit epad ma cousq ar feneant, hac ho pezo hed da verza ha da zastum. Labourit epad an oll momentchou a hanver hirio, rac, na ellit qet gouzout an