Pajenn:Franklin - Ledan - Guizieguez ar pautr-cos Richard.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
4

c’hoas. An taxou-se a zo eus un hevelep natur, n’e deo qet possubl d’ar recevourien na diminui o foez, nac oun delivra diouto. Gouscoude, beza e zeus un dra benac da esperout evidomp, mar fell deomp heuilla ur c’husul vad ; rac, evel a lavar ar pautr-cos Richard, Doue a lavar d’an den : En em sicour, ha me a sicouro ac’hanout.

Ma vez ur gouamamant hac a obliche an oll da rêi gant reiz an decvet loden eus an amzer evit e servich, e ve a dra sur cavet ar gondition-se guell galet ; mes an darn-vuia ac’hanomp a zo taxet, dre o diegui, en ur fêçon c’hoas muioc’h tirandus. Rac, mar contit an amzer a dremenit en un didalvoudeguez absolut, da lavaret eo, o chom hep ober netra, e cavot e lavaran güir. An didalvoudeguez a zigac ganti diezamanchou, hac a verra en ur fêçon santus ar badelez eus ar vuez. An didalvoudeguez, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a zo henvel ous ar mergl, pehini a uz calz muioc’h eguet al labour : An alc’huez a behini en em servicher, a zo atao sclêr. Mes, mar carit ar vuez, na gollit qet an amzer, rac ar vuez a zo gret eus anezàn.

Peguement a amzer na roomp-ni qet d’ar c’housqet, en tu-all d’ar pez a dlefemp naturelamant rei dezàn ? Ancounac’hât a reomp penaus Louarn cousqet, na guemer qet a yer, ha penaus hor bezo amzer aoüalc’h da gousqet, pa vezimp er bez. Mar deo an amzer ar preciussa eus an oll vadou, ar c’holl eus an amzer, evel a lavar ar pautr-côs Richard, a die ive beza ar brassa eus ar prodigaldet, pa zeo güir, evel m’el lavar c’hoas, an amzer gollet n’en em gav james, ha penaus ar pez a halvomp amzer aoüalc’h, en em gav atao re vêr. Courach eta, hac agissomp epad ma ellomp. Gant ma vezimp actif, e refomp calz muioc’h, gant nebeutoc’h a boan. An didalvoudeguez a rent oll poanius, an ingin