Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 63 —

en eur ober goulennou da veur a varc’hadour, é weljomp o tont étrezeg ennomp, eur pen gréou euz ar roué Pigmalion, pini a lavaraz da Narbal : Ar roué a zo ô paouéz disqi gant unan euz ar pennou listri distroet euz an Egypt ganéoc’h, pénauz ho peuz casset eun erméaziad a drémen évit eur Cyprian : fallout a ra d’ar roué ma vézo dalc’het évit gouzout a bé vro éo ; respont a reot anézan buez évit buez. Er pennad amzer-zé éz oan eun neùbeùt pelleet évit sellet oc’h eul lestr a zeué da veza peur-c’hréat, hag é lavared béza cloq, hag é rén goulennou d’an injiner hén dévoa er gréat.

Narbal, souézet ha spountet, a lavaraz : Mont a ran da glasq an armêaziad-zé a enézen Chypr. Mès p’hén dévoé collet ar gwel euz ar pen gréou, é rédaz etrézeg ennoun évit rei din anaoudéguez euz an daré é pini éz oan. N’em boa hén némét ré anavézet, Télémaq qér ? collet omp ! Ar roué, pini a zo esqinet noz-deiz, gant hé arvarou, a venn dézan né moc’h qét euz a Chypr ; urz hén deuz roét d’ho qenderc’hel : fallout a ra dézan va laqaat d’ar maro, ma né gassan qét ac’hanoc’h étré é zaouarn. Pétra a rimp ? O douéou, roït déomp ar furnez évit hon tenna euz eun daré qér braz. Réd é vo, Télémaq, m’ho cassin da balez ar roué. Qenderc’hel a réot éz oc’h Cyprian, euz qéar a Amathont, mab d’eur statuer da Vénus. Discléria a rin pénauz em euz anavézet gwéach all