Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 64 —

ho tad, ha martézé ar roué, hép mont pelloc’h, a zizanqo ac’hanoc’h. Na wélan qét a zoaré all da savétei ho puez ha va hini.

Respont a riz da Narbal : Lézit da vervel eur malévruz hé deuz c’hoant ar fortun da goll. Gouzout a ran mervel, Narbal ; hag é tléan ré déoc’h évit ho cas ganén en droug-heur. An douéou, a wel va oaz évit ar wirionez, a ello difenn va buez dré ho béli, ma er c’hoantaont ; mes né fell qét din hé savétei dré eur gaou.

Narbal a respontaz din : Ar gaou-zé, Télémaq, n’hen deuz nétra né vé dianteq ; an douéou memeuz ne allont qét hé gwal-varni : né ra nép droug da zen, hag é savéta ac’hanomp ; né laq é fals créden nemet ar roué évit miret out-han né zeufé d’ober eur gwal. Ré bell é cassit oaz ar vertuz hag an aoun da c’hlaoza an douéou.

Aoualc’h éo, a liviriz, éz éo ar gaou eur gaou, évit né vé qét dign euz eun den a gompz dirag an douéou, hag é tlé oll d’ar wirionez. An hini a c’hlaoz ar wirionez ha c’hlaoz an douéou, hag hén hé-unan, pa gompz a énép hé c’houzout. Ehanit, Narbal, da zigas er raok eun dra a zo indign ac’hanoc’h hag ac’hanoun. Mar deuz an douéou truez ouzomp, é wézint hon dizanqa : ma fell dézo hon lézel d’en em goll, é vézimp en eur vervel victimou ar wirionez, hag é lézimp d’an dud ar c’hélen da derc’hel muioc’h