Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/70

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 62 —

goprou assur ha kévatal d’ho servichou ; ho béva a rer mad, hag aqet mad zo anézo pa int clan ; épad ma zint en béach ho graguez hag ho bugalé né zint qét ancounac’héet ; ma teuont da vervel en eur pensé, é tic’haouer ho zud : cas a rer quit ar ré ho deuz servichet an amzer-man an amzer. Evel-zé é caver anézo pa garer : an tad hén deuz lévénez da sével hé vab en eur micher qer mad ; ha diwar hé yaouanqiz an ténéra, en em hast da zisqi dézan dournata ar roenv, sténia ar funou, ha disprijout ar gwal amzeriou. Evel-sé é casser an dud, da lavaret éo, dré ar goprou hag ar reiz mad. Sujédiguez euz ar ré izelloc’h né d’int qét aoualc’h ; réd éo gounid ar c’halonou, hag ober d’an dud caout ho kampi er traou é péré é c’hoantéer en em servich euz ho injin.

Goudé ar prézégen-zé, Narbal am c’hassaz da wélet an tuennou, al labouradégou, ha qément a ell servichout d’ar verdéadurez. Goulenn a ren displégou var an traou distéra, hag é scriven pép tra a zisqen, gant aoun da ancounac’haat eun dra bennag a zalvoudeq.

Couscoudé Narbal, pini a anaié Pigmalion, hag am c’haré, hén dévoa an hast ar brassa d’am wélet ô vont tré, rag aoun hén dévoa né zeufen da véza disoloet gant spiérien ar roué, a riblé noz-deiz er c’hartériou qéar : hoguen an avel a oa atao troet fall. Epad ma oamp oc’h ardamézi gant aqet ar porz-mor,