Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/69

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

ar werz a doc’hor ; an erméazidi a ancounac’ha neùbeùt ha neùbeùt an hent Tyr, a oa gwéach all qén anavézet dézo : ha, ma né gemm qét Pigmalion, hor gloar hag hor béli a vo casset d’eur bopl all bennag gwelloc’h blégnet égued-omp.

Goulen a riz goudé da Narbal pénauz an Tyrianed ho dévoa en em léqéet da véza qér gallouduz war vor : rag né fellé qét din choumm hép gouzout tra ébet a ellé servichout da vlégna eur rouantélez. Béz’ hon euz, a respontaz din, coajou al Liban a ro déomp danvez évit al listri, hag é viromp anézo gant aqet évit an implij-zé : né droc’her anézo német évit ézom ar rouantélez. Evit qilvizérez al listri, hon euz kilvizien gwizieq. Pénauz, a lavariz, ho peuz allet ho caout ?

Respont a réaz din : En em zisqet int neùbeùt ha neùbeùt er vro. Pa c’hopréer mad ar ré en em sav a uz d’ar ré all, er sqianc’hou, éz oar sur da gaout tud hag a wella anézo péteg ma vézint cloq ; rag ar ré ho deuz ar muia a injin, en em zoug d’ar sqianchou ar muia gopréet. Aman é tiguémérer gant hénor ar ré a zo gwizieq er sqianchou talvoudeq évit ar verdéadurez. Ober a rer ar stad ar brassa euz eur gwalenner listri mad ; euz eur reizer stéred sqiantuz ; rei a rer calz a vadou d’eur sturier guiziéqoc’h eguet ar ré all ; né faéer qét eur c’halvez mad, en énep, er paéa a rer gwelloc’h. Ar roenviérien memeuz ho deuz