Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/68

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

a raio aoualc’h a c’hounid dré ar pinvidiguéziou a zeuio en hé stadou. N’hén euz német ar gounid hag ar reiz a laqaio an erméazidi da vont en ho pro ; ma liqit ar werz da véza neùbeùtoc’h reizet ha talvoudeq, éz int quit, ha né zistroint qét, abalamour ma vo popliou all hag a voazio anézo d’en em drémen ac’hanoc’h. Réd éo memeuz ansav déoc’h pénauz abaoué eun neùbeùt amzer, éz éo gloar Tyr calz ténvaléet. Ho ! m’ho pijé gwélet anézi araoq rén Pigmalion, é véfac’h bét en eur souez calz brassoc’h ! Né gavit aman német choummadur euz eur brasder daré da gouéza. O Tyr malévruz ! étré pé zaouarn en em gavez ! gwéach-all ar mor a zigassé did tribut an oll bopliou euz ar béd.

Pigmalion a zouj oll, ha deuz perz an erméazidi, ha deuz perz hé sujidi. Eléac’h diguéri, hervez ar boaz coz, hé borziou-mor d’an oll bopliou, en eur dizanqdet cloq, é fell dézan gouzout an niver euz al listri a zeu, ho bro, hano ar merdéïdi a zo ébarz, ar werz a réont, ar natur hag an dalvoudéguez euz ho marc’hadourez. Gwassoc’h c’hoaz a ra, rag implijout a ra troïdellou évit touella ar marc’hadourien, ha laqaat en hé wir ho marc’hadourez. Anqénia a ra ar marc’hadourien ar pinvidiqa ; laqaat a ra war zigaréziou fall gwiriou névez war ar varc’hadourez. Fallout a ra dézan tréanti hé-unan er guerz ; ha n’euz dén n’hé défé aoun da gaout gra gant-han. Dré-zé,