Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/66

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 58 —

hag ar péz a zo dléet dezo. Ar merc’hed né éhan da néi ar gloan, da ober broudéréziou, da bléga mézériou caer.

Euz a bé léac’h é teu, a lavariz da Narbal, éz int ar Phénicianed en em léqéet da vistri ar werz oll, ha pinvidiqéet diwar goust an oll bopliou ? Gwélet a rit, a lavaraz din-mé, ar guéar a oa léac’hiet mad évit ar werz. Hor mam-bro éo hén deuz ar c’hloar da véza disoloet ar verdéadurez. An Tyrianed a oé ar ré guenta, ma tléer crédi ar péz a zo danévellet euz an amzériou pella, a c’hourc’hémennaz d’ar gwagennou, pell araok amzer Tiphis hag an Argonauted ; béz’éz oent, a lavaran, ar ré qenta a grédaz en em laqaat en eur lest bresq war ar mor braz, gwalenna hé zounder, ardamézi ar stéred pell diouc’h an douar, hervez sqiant an Egytianed hag ar Babiloniz ; en eur guér, ar ré guenta a unvanaz qément a bopliou dizunvanet dré ar mor. An Tyrianed a zo injiniuz, gouzanvuz, tieq ; béz’ho deuz eur c’herreiz mad ; unvanet cloq éz int étré-z-ho ; népred pobl né déo bet léaloc’h, suroc’h, reizoc’h évit an erméazidi. Sétu azé pétra a ro dézo, hép mont da glasq pelloc’h ar véli war ar mor, ha pétra a ra bleunia en ho porz-mor ar werz qer talvoudeq. M’en em laqfé an dizunvaniez, hag an érez étré-z-ho ; ma zéraoufent gwaqaat en délicou hag en didalvoudéguez ; ma faéfé pennou ar vro, al labour hag an arboell ; ma éhanfé ar sqiant