Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/67

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

da véza en hénor é qéar ; ma ziouérent léaldet é qéver an erméazidi ; ma teufent da guemma[1] reiziou diéré ; ma né laqfent qét évez oc’h al labouradégou, ha ma éhanfent da baéa da guenta ar miziou gréat évit laqaat ar varc’hadourez da véza cloq, é welfent hép dalé couéza ar véli a ra ho souéz.

Mèz displéguit din, a liviriz, an doaré da laqaat Ithaq da ober eun hévélep werz. Grit, a respontaz din, ével a rer aman : diguémérit mad an erméazidi ; liqit anézo da gaout ar surentez en ho porziou-mor, ar reiz, an dizanqdet ; n’en em lézit qét stleja, na dré ar c’hrinder, na dré an huelder. An doaré da c’hounit calz éz éo fallout népred gounit ré, ha gouzout coll a-wéachou. Grit ma caro an erméazidi ac’hanoc’h : gouzanvit eun dra bennag euz ho perz, diouallit da héga anézo dré ho rogoni : na hesqinit qét reiziou ar werz, ma vézint compez ha splann ; boazit ho popliou da heul anézo hép ho terri népred ; castizit an duaden[2], ha memeuz fast ar marc’hadourten a goll ar werz, en eur golla ar ré hé gra. Dreist oll diouallit da laqaat eubou d’ar werz, évit ho kampi ho-unan. Déréatoc’h éo né rafé qét ar prinç anézi, hag é lesfé ar gounid d’hé sujidi, péré ho deuz ar boan ; euz an aoz all é teufé da zigouraji anézo : tenn

  1. E brezoneq tréfoet : chenja.
  2. E galleq : fraude.