Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/65

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

étré an oll bopliou, ha creizen ar werz. Béz hé deuz daou vôl vraz, hénvel oc’h diou vréac’h, a ia en hé raoq er mor, hag a vriata eur porz divent, é pini an avéliou né ell qét dont. Er porz-zé, é wéler ével eur c’hoat a werniou ; hag a boan é eller gwélet ar mor dindan al litri diniver. Qéariz oll en em ro d’ar werz, hag ar pinvidiguéziou ar brassa na ro qét a c’horréguez dézo évit labourat d’ho c’hresqaat. Gwélet a rer a bép tu lin moan an Egypt, hag ar moug diou véach livet euz eul liou burzuduz ; al livach-zé a zo qér béo-buézeq, né ell qét an amzer hé c’hoénvi : servich a ra évit ar gloan flour, pini a zo c’hoaz bravéet euz eur vroudérez aour hac arc’hant. Ar Phénicianed a ra ar werz gant an oll bopliou péteg striz Gadèz, hag éz éont memeuz péteq an océan braz a ra tro an douar. Gréat ho deuz ivé béachou hir war ar mor ruz ; ha dré an hent-zé éz éont da glasq, en énizi dianavézet, aour, parfumiri, ha meur a anéval ne wéler qét aman.

Né allen qét sellet aoualc’h oc’h an arvest caër euz ar guéar vraz-zé. Né wélen qét ével er guériou ar Grécianed, tud didalvez ha curiuz, o vont da glasq qélou war leuriou-qéar, ô sellout oc’h an erméazidi a arru er porz-mor. Ar gwazed a laq ho amzer da ziscarga ho listri, da gas ho marc’hadourez, da réiza pép tra en ho magazinou, ha da jédi[1] ar péz a dléont

  1. E brezoneq tréfoet : calculi.