Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/60

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 52 —

Sichéuz, pried Didon, hé c’hoar. Didon, leun a venjanç, hé deuz téc’het gant eul lod euz al listri. An darn-vuia euz ar ré a gar ar vertuz hag an dizanqdet, ho deuz heuliet anézi : diazézet hé deuz war aot an Africa, eur guéar suberb, pini a zo hanvet Carthag. Pigmalion, pistiguet gant naoun ar madou, en em rent muioc’h mui malévruz ha cassauz ; ar c’hrinder[1] el laqa da véza arvaruz ha criz ; hesqin[2] a ra ar ré binvidiq, ha douja ar ré baour. Eur c’habl[3] brassoc’h éo c’hoaz é Tyr caout vertuziou ; rag venn a ra Pigmalion pénauz an dud mad né ell qét gouzanvi hé wallou. Pép tra a guéflusq anézan, aoun en deuz rag hé sqeud, né gousq noz na deiz : an douéou, évit hé saouzanni, er pounnéra dindan tinzoriou didalvez évit-han. Ar péz a glasq évit béza évruz, a vir out-han n’er vé. Béz'éz eo hé-unan en eun anqen braz é guéled hé balez : hé vignoned memeuz né gréd qét tostaat out-han, gant aoun né zeufé eun arvar bennag da gouéza warnézo. Eur guéd spontuz a zalc’h bépred ar glézéïer noaz, hag ar goafiou[4] savet en dro d’hé guéar. Trégont campr euz a béré pép hini a gas d’ar ré all, hag hé deuz eun hor houarn gant c’houec’h morail téo, a zo al léac’hiou é

  1. E brezoneq tréfoet : an avariç.
  2. E brezoneq tréfoet : persécuti.
  3. E brezoneq tréfoet : eur c’hrim.
  4. E brezoneq tréfoet : al lançou.