Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/59

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —

Neuzé Narbal a gompzaz évellen : Gwélet a rit, Télémaq, gallout ar Phénicianed ; doujet int gant an oll broadou tost, dré ho listri diniver : ar werz, a réont péteg colonennou Herculès, a ro dézo pinvidiguéziou a zo en tu all d’ar ré an oll bopliou ar pinvidiqa. Ar roué braz Sésostris, pini n’hen divijé qét allet béza tréac’h dézo dré vor, hén dévoé calz a boan d’ho zréc’hi war an douar, gant hé c’hréou péré ho dévoa mac’homet an oll broïou euz ar sao-héol : laqaat a réaz varnomp eun tribut pini né oé qét paéet épad pell amzer : ar Phénicianed a oa ré pinvidiq ha ré gallouduz évit choumm dindan géo ar sclavach ; en em laqaat a réjomp en dizanqdet. Ar maro né lézaz qét da Sésostris an amzer da gas d’an divez ar brézel a énep déomp. Evit gwir hor boa calz da zouja euz hé furnez hag euz hé c’halloud : mès ar galloud-zé, ô véza tréménet en daouarn hé vap, dén iaouanq diboell, é anavézjomp n’hor boa nétra da zouja. An Egyptianed, pell diouc’h dont claoet en hor bro, evit hon tréc’hi c’hoaz eur véach, ho deuz hor galvet évit ho dizanqa euz ar roué impi ha diboel-zé. Dizanqet hon euz anézo. Pébez gloar unvanet gant pinvidiguéziou ar Phénicianed !

Hoguen épad ma dizanqomp ar ré all, émomp sclaved hon-unan. O Télémaq ! ho pézét aoun da gouéza étre daouarn Pygmalion, hor roué : glébiet hén deuz anézo, hé daouarn eùzuz, é goad euz a