Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/61

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

pére en em vac’h : né ouzer népred é pini é cousq, hag é qendalc’her né cousq népred daou nozvez er memeuz hini, gant aoun né vé troc’het hé ben dézan. Né anav nag ar plijaduriou, nag ar garantez. Hé zaoulagad cleuz a zo leun euz eun tan gwéz ; hép éhan éz int ô vont hag ô tont euz a bép tu : silaou a ra an distéra trouz, hag é choumm qéflusqet ; dislivet éo, hag ar prédériou a zo peintet war he zremm roufennet. Tével a ra, huanadi, ha leusqel euz gwéled hé galoun clemmvanou truézuz ; né ell qét cuza ar boan a scrign hé éné. Ar gwella meuziou a ro heùg dézan. Hé vugalé, pell da véza hé spi, a ra spount dézan : ober a ra anézo hé vrassa énébourien. N’hén deuz bét en hé vuez nép pennad amzer assur ; n’en em guendalc’h némét en eur scuilla ar goad ar ré a zouj. Dén disqiantet, pini né wél qét é vézo ar fervder-zé, é pini hén deuz créden, a gollo anézan ! Eur mével bennag, qén arvaruz hag hén, en em hasto da zizober an dud euz ar mil euzuz-zé.

Evid-oun douj a ran an douéou : pétra bennag ma cousto din, é talc’hin d’am roué : gwelloc’h é vé ganén é teufé d’am laqaat d’ar maro, éguet tenna hé vuez digant-han, éguet faziout mémeuz d’hé ziouall. Evid-oc’h, ô Télêmaq, mirit mad né lavarfac’h éz oc’h mab da Uliss : cred a rafé pénauz Uliss a alfé réi dézan calz a binvidiguéziou évid-oc’h, hag ho talc’hfé bac’het.