Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/33

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 25 —

ober ha compziou Mentor, ho devoé eun nerz en tu all d’ho ménoz. Gant va goaf é tiscariz mab roué ar bopl énep. Béz’éz oa euz ma hoal, mès brassoc’h éged-oun ; rag ar bopl-zé a zeué euz eur scourr a rampsed, pini a oa euz eur memeuz c’hef gant ar Cycloped. Faéa a ré eun énébour qér gwan ha mé ; mès hép en em saouzanni euz hé nerz burzuduz, na deuz hé zremm gwéz, é cassiz va goaf é poull hé galoun, hac é riz dézan dislounqa eur mor a c’hoad. En eur gouéza, éz oé darbet dézan va brevi. Trouz sqiltruz hé glaoïou a scoaz ar ménéziou. Qémer a riz hé zibouc’h. hag é tistroïz caout Alcestès. Mentor, ô véza peur-achuet dismanta an énébourien, a lazaz calz anézo, hag é wal-cassaz an téc’hourien péteg ar c’hoajou.

Eur gounid qér caer a réaz arvesti Mentor ével eun dén caret braz gant an douéou. Acestès, leun a anaoudéguez-mad évid-omp, a léqéaz ac’hanomp da c’houzout ne véfemp qét en assuranç ma tistrojé listri Énéas é Siciiia : rei a réaz eul lestr déomp, hag hon aliaz da vont quit hép dalé, évit miret oc’h an droug-heuriou é wélé ô tont ; mès ne fellaz dézan rei déomp, nag eur sturier, na roénviérien euz hé dud, gant aoun ne c’hoarvesfé eur droug bennag gant-ho é broïou ar Grécianed. Béz’hor boemp marc’hadourien a Phénici, péré, ô véza ma rent ar werz gant an oll broadou euz ar bed, n’ho dévoa nétra da zouja, hag é