Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/32

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —

ménéziou, eur goabren a boultr ; goudé é weljor eun niver braz a varvared claoet : béz’éz oant an Himéris, popliou ferv, gant an bopliou a c’hoummé war vénéziou Nébrodès, ha lein Agragas, pini a zo atao goloet a erc’h. Ar ré ho dévoa faéet diougan Mentor, a gollaz ho sclaved hag ho loéned. Ar roué a lavaraz da Ventor : ancounac’haat a ran emoc’h Grécianed ; hon énébourien a zeu hor mignoned gwella. An douéou ho deuz ho casset évit hor savétei, né c’hortozan qét neùbeùtoc’h euz ho calouniez éguet euz ho furnez ; hastit hor scoazia.

Mentor a ziscouéz en hé zaoulagad eur c’hourrach euz a bini an huella brézélidi a zo souézet. Qémer a ra eur scoed, eun toq houarn, eur c’hlézé, eur goaf ; reiz a ra soudardet Acestès, en em qalaat a ra en ho pen, hag é cas anézo war an énébourien. Acestès, pétra bennag mar d’eo leun a galoun, ne ell qét, gant hé gosni, hé heul német a bell. A dost hén heulian, mès né ellan qét béza par dézan. Hé zaé houarn a oa hénvel, en emgann, oc’h an égidès célestiel. Ar maro a rédé a reiz é reiz dré oll dindan hé daoliou. Hénvel oc’h eul léon naouniet braz, pini en em daol war eur vagad dénved, ho dispen a ra, éma war neu er goad ; hag ar messaérien, pell diouc’h ho difenn, a déc’h évit savétei ho buez.

Ar barbared-zé, péré a grédé estlamm qéar, a oé estlammet ho-unan. Sujidi Alcestès, couraget dré