Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/34

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

tlient distrei gant al lestr p’hon divijé léqéet en Ithaq ; hoguen, an douéou hor miré évit droug-heuriou all.

An Tyrianed, dré ho balc’hder, ho dévoa léqéet a énep dézo Sésostris, ar roué braz, pini a vlégné rouantélez an Égypt, hag hén dévoa mac’homet qément a bopliou. Ar pinvidigueziou ho dévoa dastumet dré ar c’hommerç, ha nerz qéar a Dir, pini en em gav er mor, ho dévoa c’houézet ho c’halonou. Dinarc’het ho dévoa paéa an tribut dézan, hag ho dévoa roet gréou d’hé vreur, pini hén dévoa c’hoantéet el laza é creiz plijaduriou eur banvez. Fallout a ré da Sésostris, évit discar ho huelder, laqaat ho pinvidiguéziou da vont da gét[1]. Cas a ré listri a bép tu évit énébi out-ho. Eur stroll listri euz an Egypt a c’houarvézaz ganéomp, ével ma téraouemp coll ar gwél euz a vénéziou ar Sicilia ; ar porz mor hag an douar a vané téc’hout adré déomp, hag en em goll er goabrennou. Er memeuz maré é wélemp listri an Egyptianed ô tont warnomp, hénvel oc’h eur géar ô neui. Ar Phénicianed ho anavézaz, hag é clasqjont téc’hout : mès ré divéza éz oa ; ho gwéliou a oa gwelloc’h éguet hor-re ; an avel a oa évit-ho, hag ho roénviérien a oa niverussoc’h : dont a réjont péteg ennomp, hag é casjont ac’hanomp gant-ho en Egypt ével sclaved.

  1. Laqaat ho pinvidiguéziou da vont da gét. E gallec : anéantir leurs richesses.