Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/29

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 21 —

c’homi ho douarou. Entan a réjont hor lestr, ha laza ho kenvroïz ; ne arboelljont[1] német Mentor ha mé évit hor c’has dirag Acestès, ha gouzout pétra éz oa en ho ménoz, hag euz a bé léac’h éz oamp deut. Tréanti é réjomp é qéar, an daouarn éréet adren ar c’heïn, hag hor buez ne oé lézet déomp német évit hor rei en arvest d’eur bopl ferv, pa oufed éz oamp Grécianed.

Casset éz oemp da guenta dirag Acestès, pini, ô derc’hel ar walen a roué en hé zourn, a varné ar bopliou, en eur c’hortoz an heur euz an azeulidigez[2] vraz. Goulenn a réaz ouz-omp pé vro a oa hon hini, ha pé vénoz hor boa en eur dont azé. Mentor en em hastaz da respont, hag a lavaraz : Dont a réomp euz an Hespéri-vraz, hag hor mam-bro ne déo qet pell ac’hano. Ével-sé é viraz da lavaret éz oamp Grécianed. Hoguen Acestès, hép hé silaou pelloc’h, hag ô crédi éz oamp erméazidi, a guzé ho iouliou, a c’hourc’hémennaz hor c’has er c’hoajou tost, é pé leac’h é servichfemp ével sclaved, dindan ar ré a ziouallé hé vagadou loéned.[3]

Qément-sé a vanaz din crissoc’h éguet ar maro. En em esclam a riz : O roué ! laqit ac’hanomp d’ar maro qentoc’h éguet hor laqaat er sclavach : gwézit ez oun Télémaq, mab da Ulyss, roué Ithaq. Clasq a

  1. E brezoneq tréfoet : espernjont.
  2. E galleq : sacrifiç.
  3. E brezoneq tréfoet : hé dropéliou.