Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/28

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

ard hon dizanqaz euz an Trojaned. Pa zeuaz an énv da zizuat, er c’houlz m’ho divije an Trojaned anavézet ac’hanomp, en eur dont tostoc’h, é ardamézaz unan euz ho listri peur-hénvel oc’h hon hini, hag a oa bet pelléet gant ar barr-arneu. An diarocq a oa curunet a fleur ; en em hast a réaz da laqaat war diaraok hor lestr curunennou hénvel oc’h ho ré ; stag a réaz anézo hé-unan gant rubanou euz ar memeuz liou ha ré ar Trojaned ; qérqent é qémennaz d’ar roénvierien en em stoui war ho tostou, gant aoun ne véfent anavézet gant an énébourien. Evel-sé é tréménjomp é creiz ho listri : leusqel a réjont garmou a lévénez en eur wélet ac’hanomp, ével m’ho dijé gwélet ho c’henvroïz a grédent collet. Réd mad éz oé déomp, gant nerz ar mor, mont eur pennad mad a amzer gant-ho : en divez, é c’houmjomp eun neùbeùt adrén ; hag er c’houlz ma oant casset gant an avéliou braz war an Africa, é léqéjomp hon oll nerz évit dont da zouari[1] en énézen a Sicil.

Deut, gant poan braz, é cavjomp Trojaned all énébourien d’ar Greçiz. Azé é réné ar c’hoziad Acestès, disqennet euz a Droa. A boan éz oamp war an aot, ma vennaz é zujidi ez oamp popliou all euz an énézen claoet[2] évit couéza warnézo, pe erméazidi a zeué da va-

  1. E brezoneq tréfoet : abordi.
  2. E galleq : armés.