Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/27

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

éguet ar c’herreq. Neuzé é wéliz splann péguer braz éo diévezdet ar iaouanqiz. Mentor a oé en daré-zé stard, caloneq, ha drantoc’h éguet araoq : hén am c’hourajé ; anaout a ren é roé din eun nerz n’hén divijé bét dén anézan hé unan. Rei a ré an oll gourc’hémennou hép qéflusq, épad na ouié qén ar sturier pétra a ré. O Mentor, a lavariz dézan, o Mentor qér, da bétra n’em euz qét heuliet ho aliou ! ha ne m’oun-mé qét malévruz, abalamour n’em euz silaouet némed-oun va unan, en eun oad na anav, nag an amzériou tréménet, nag an amzériou da zont, ha ne oar qét tempsa an draou a drémen ! Oh ! ma allan en em denna euz aman, en em zisfiziin ac’hanoun va-uuan ével euz va brassa enébour : c’houi éo, Mentor, a grédin bépred.

Mentor, en eur vousc’hoarzin, a respontaz din : Va miret braz a ran da rébech déoc’h ho fazi ; aoualc’h éo ma er anavézit, ha ma ell servichout déoc’h da dempsi eur wéach all ho iouliou. Mès pa vo trémenet ar gwall daré, ar gréden braz ennoc’h ho unan a zeuio c’hoaz. Bréman eo red en em derc’hel dré ar c’hourrach. Bézit éta mab dign euz a Ulyss ; discouézit éz-éo créoc’h ho caloun éguet an droug-heuriou a c’hourdrouz ac’hanoc’h.

Cunvélez ha courrach an dén fur Mentor am bamaz[1] ; mès souézet braz éz oen pa wéliz gant pébez

  1. E brezoneq tréfoet : chalmaz.