Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/26

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 18 —

mont d’hé venji, dizanqa[1] ho mam, discouéz ho furnez d’an oll bopliou, ha rei da anaout d’ar Greç pénauz émoc’h qér dign da réna ével ma oé biscoaz ho tad Ulyssès.

Ar c’hompziou-zé a oa leun a furnez, mès né oan qét daré aoualc’h évit ho silaou, hag hé heuliiz va ioul. Mentor am c’haraz péteg dont kévret ganén en eur véach a ren a énep hé aliou, hag an douéou ho deuz va lézet da ober eur gwal, a dlié servichout d’am paréa euz ar créden re vraz em boa ennoun va-unan.

Epad ma kompzé Télémaq, Calypso a sellé oc’h Mentor. Souézet éz oa : manout a ré dézi gwélet ennan eun dra bennag euz eun Doué ; mès ne ellé qét er guélet splann : choum a ré leun a spount hag a ziscréden er gwél anézan. Neuzé hé dévoé aoun ne welfé hé c’héflusq. It tré, a lavaraz da Télémaq, mall em euz da c’houzout pétra zo c’hoarvezet ganéoc’h. Télémaq a lavaraz évellen :

Epad eun dévéziou bennag hor boé eun avel mad évit mont er Sicil ; mès goudé eur barr arneu a c’holoaz an oabl, hac éz oemp grounnet[2] en dénvalijen. D’ar sclérijen euz al luc’hed, é wéljomp listri all er memeuz daré ha ni, hag é anavjomp éz oa listri Enéaz : ne oant qét nebeutoc’h da zouja évid-omp

  1. E brezoneq tréfoet : dilivra.
  2. E galleq : enveloppés.