Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/30

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

ran va zad war an oll moriou : ma ne allan, nag hé gaout, na zistrei em vro, na va miret oc’h ar sclavach, tennit diganén eur vuez a zeu da véza eur béac’h évid-oun.

A boan em boa lavaret ar c’hompziou-man, ma teuaz ar bopl d’en em esclami éz oa réd laqaat d’ar maro mab ar ferv Ulyss, euz a bini an ardou ho dévoa discaret Troa. O mab da Ulissès, a lavaraz Acest, n’ellan qét dinac’h da c’hoad da énéou qément a Drojaned, hén deuz taolet da dad war ribl ar C’hocyt : c’houi hag hini ho cas a varvot.

Qérqent eun dén coz euz ho zouez a guinnigaz hon laza war véz Anchisès. Ho goad, a lavaraz, a vézo gratéet gant éné an haroz braz-zé ; Enéaz, pa wézo eun hévélep azeulidigez, a vézo leun a joa, ô wélet pégément a garit an hini a garré ar muia er béd.

Oll é léverjont ével-d’han, ha né oé qén ménoz német d’hon immoli. Dija hor c’hasset war vez Anchises. Diou auter a oa bet savet, war béré éz oa énaouet tan an azeulidiguez ; ar gontel a dlié hon treuji a oa dirag hon daoulagad ; curunet éz oamp bét a fleur, ha nép truez ne allé hor savétei ; gréat éz oa ac’hanomp, pa c’houlennaz Mentor compza oc’h ar roué :

O Acestès ! a lavaraz, ma né ell qét disheur Télémaq, pini n’hén deuz biscoaz douguet ar c’hlaoïou a énep an Trojaned, dont péteg ho caloun, liqit évez