Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/23

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

dibri gant hé galounad, a roaz eun taol lagad d’hé nymphed. Qérqent é canjont stourm ar Centaured a énep ar Lapithes, ha disqen Orphéus en ifern évit caout Euridices, hé bried qér.

Goudé dilost ar préd, an douéez a dostaaz oc’h Télémaq, hag a lavaraz dézan : Gwelet a rit, mab da Ulyss, pénauz e tiguéméran ac’hanoc’h. Hir-baduz oun : den né ell dougen hé c’haméjou en énézen-man, hép béza castizet euz hé herder, hag ho pensé ne diwallfé qét ac’hanoc’h euz ma venjanç, ma n’ho carfen. Ho tad a oé qén évruz ha c’houi ; mès ne wiaz qet tenna gounid euz a gément-sé. Pell amzer em euz miret anézan em énez : né’z euz dalc’het német out-han ne c’houmfé aman ganén en eur stad hir-baduz ; mès an ioul da zistrei en hé vam-vro, ô véza dallet anézan, em c’huittaaz. Gwélet a rit ar pez hén deuz collet évit an Ithaq-zé, pini na wélo biqen. Eur barr-amzer hén deuz tennet venjanç évid-oun : hé lestr, goudé béza bét eur pennad bras fourgasset gant an avéliou, a oé gwélédet er mor. Bézit furoc’h. Goudé hé bensé n’ho c’heuz nétra da c’hortoz, nag évit hé wélet, nag évit réni en énézen Ithaq, hé c’houdé : ho fréalzit da véza collet anézan, pa gavit eun douélez a garfé ho laca da véza évruz, hag a guinniq déoc’h hé rouantélez.

An douéez a réaz goudé prézéguennou braz évit discouez péguément Ulyss a oa bét évruz gant-hi ;