Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/24

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 16 —

danévelli a réaz hé zigwéziou é mougéo Polyphémès, hag é ti Antiphatès, roué al Lestrigonet ; ne ancounéc’héaz qét ar pez a oa digwézet gant-han en énézen Circès, merc’h an héol, hag an daré é pini en em gavaz étré Scylla ha Caribdès. Peinti a réaz ar gwal amzer en dévoa savet Neptunus en hé énep, pa guittaaz anézi. Fallout a réaz rei dézan da grédi éz oa bét collet er pensé-zé, ha ne lavaraz guér euz hé zonédiguez en énez ar Phénicianed.

Télémaq, pini hén dévoa bét da guénta qément a lévénez euz diguémer mad Calypso, a anavézaz hé ard ha furnez aliou Mentor. Respont a réaz é berr compziou : O douéez ! grit trugarez em c’héver, ma né ellan bréman német hirvoudi ; martézé é ellin divézatoc’h tanva an évrusdet a zeuit da guinniq din : évit bréman, na virit qet é wélfen va zad ; gouzout a rit couls ha mé péguement é tellez[1] béza gwélet.

Calypso né grédaz mont pelloc’h war an dra-man : Ober a réaz neuz da véza tréantet, ha d’en em dénéraat évit Ulyssès. Hoguen, évit gouzout gwelloc’h an doaré da vont péteg caloun an dén iaouanq, é c’houlennaz dézan penauz hén dévoa penséet, ha dré bé zarvoud éz oa deut el léac’hiou-zé. Danévelli va digwéziou a vé réïr, a lavaraz. Nan, nan, a rezpontaz dézan ; mall em euz d’ho gouzout, danévellit anézo

  1. E brezoneq tréfoet : hé vérit.