Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 14 —

diévez. Né sélaouit qét compziou c’houéq Calypso, péré a zisclo ével eun aer dindan ar boqéjou ; diwallit diouc’h ar c’hontamm[1] cuzet : discrédit varnoc’h oc’h-unan, ha gortozit bépred va aliou.

Goudé é tistrojont étrézeg Calypso, pini a c’hortozé anézo. An nymphed gwisqet en gwen, hag ho bléo gwéet, a servichaz dézo eur préd-boéd diglasq, mès euz ar ré wella. Ne oa qiq all war an daol nemet hini laboussed ho dévoa paqet en ho rouéjou, hag anévaled ho dévoa treujet gant ho zaéziou : discarg a réjont ar gwin ar c’houéqa er c’hopiou aour curunet a fleur. Goudé é casjont er c’hestiou an oll frouez euz an dilost-han. Neuzé péder nymph en em léqéaz da gana : da guenta é canjont emgannou[2] an douéou a énep ar rampsed,[3] goudé an oriadéziou Jupiter[4] ha Sémélé, qinivélez Bacchus, ha pénauz é oé disqet gant ar c’hoziad Silénez. Brézel Troa a oé ive canet ; sével a réjont ar c’hourrach, ar furnez Ulyss, péteg an énv : unan anézo, hanvet Leucothoé, a unvanaz soniou hé zélen[5] gant mouéziou ar ré all.

Pa glévaz Télémaq hano hé dad, an daélou, a zirédaz euz hé zaoulagad, a roaz eur sqéd névez d’hé guénet. Mès Calypso, ô véza gwélet ne allé pelloc’h

  1. E brezoneq tréfoet : poison.
  2. E brezoneq tréfoet : combat.
  3. E brezoneq tréfoet : géanted.
  4. Jupiter, tad Jou ar Celted, tad an Douéou hag an dud.
  5. E brezoneq tréfoet : c’herp.