Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/18

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —

é compzaz évellen : Télémaq, disqi a rimp déoc’h ar péz a zo c’hoarvézet gant ho tad. Mès an danével-zé a zo hir : préd éo déoc’h dont en ti, évit m’ho tiguémérin ével eur mab : deut, béz’é viot ma fréalzer, hag é rin déoc’h an évrussa tonqadur, mar gwézit tanva anézan.

Télémaq a heulié an douéez, en dro da bini ez oa eun ingroez[1] a nymphed, a ziouc’h péré é zavé euz ar pen oll, ével eun derven huel é touez ar gwéz diwar dro. Mézévenni a ré ô wélet hé génetr,<ef>Mézevenni a ré ô wélet he génet. E galleq : sa beauté l’éblouissait.</ref> ar moug[2] euz hé zaé hir, hé bléo koulmet adrén compez, mès gracius, an tan a luguerne en hé daoulagad, hac ar c’houéqder a dempsé[3] hé primder. Mentor, mud, hag hé benn stouet, a heulie Télémaq.

Dont a réjont dirag dor Calyso, é pé léac’h Télémaq a oé souézet ô wélet, gant compézder tud diwar ar méaz, qément a ell plijout d’an daoulagad. Evit gwir, ne wélet azé nag aour, nag arc’hant, na marbr, na colonennou, na taolennou ; mès ar c’héo a oa troc’het ha baotet er roc’h leun a gréguin ; goloët a oa gant eur winien, pini a sqigné hé scourrou euz a bép tu. An ézennou scanv, en eur nijal, a zalc’hé

  1. E brezoneq tréfoet : eur foul.
  2. E brezoneq tréfoet : ar pourpr.
  3. E galleq : tempérait.