Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/19

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 11 —

el léac’h-zé, péger braz bennag ma oa ar grouéz, eur fréscadurez déliciuz : chourennouïgou bian a rédé en eur c’heiza war prajou sqéduz a fleur, hag a ré lennou qér splann[1] hac ar strinq :[2] boqéjou diniver a ziwané er glazennou a oa en dro d’ar c’héo. Azé é caved eur c’hoat euz ar gwéz a zoug avalou aour, hag, é pép amzer, fleur euz ar c’houéz ar gwella ; ar c’hoat-zé a vané curuni ar prajou caer-zé, hag ar bodou a oa qer stanq né ellé qét saézennou an héol treuji ennan. Azé ne gléved német mouéz al labousset, trouz eur c’houéren, pini en em strinqé euz créac’h eur roc’h, a gouézé en eur éonenni, hag a rédé a dreuz d’ar prajou.

Kéo an douéez a oa war an dinaou eus eur ménez : alessé é wéled ar mor, a-wéachou héget gant diboell a énep ar c’herreq, war péré en em vruzuné en eur lénva, hag en eur sével hé goummou ével ménéziou. Euz eun tu all en em ziscouézé eur ster,[3] é pini a oa calz a inizi bévennet[4] a évlec’h[5] hag a beupli, euz a béré ar pennou en em guzé en énv. Ar c’haniou aozet[6] gant an énizi a vané c’hoari : ar ré-man a ruillé gant err, a ré-zé a ié sioul ha

  1. E galleq : transparent.
  2. E brezoneq tréfoet : ar c’hristal.
  3. E brezoneq tréfoet : rivier.
  4. E brezoneq tréfoet : bordet.
  5. Vloc’h.
  6. E galleq : formés.