Pajenn:Fenelon - Digweziou Telemaq mab Ulyss.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —

meret német évit eun douélez), ha ne alfac’h q’ét béza cunéet[1] dré an disheur eur mab, pini ô clasq hé dad var ar mor diboellet, hén deuz gwélet bruzuni hé lestr war ho qerreq. Piou ez éo, a lavaraz, ho tad pini a glasqit ? Hanvet éz éo Ulyssèz, a respontas Télémaq. Béz’éz éo unan euz ar rouéed ho deuz, goudé eur stourm euz a zeg vloaz, discaret ar géar a Droa qér brudet. Hé hano a zo bét anavézet en Greç, hac en oll Asia, dré hé galoun er mesqadennou, ha c’hoaz muioc’h dré he furnez er c’huzulliou. Bréman, ô vont hac ô tont war ar mor braz, hén deuz tréménet ar poullou-tro ar ré gwassa. Hé vam-vro a van téc’hout diraz-han. Pénélopès hé bried, ha mé, hé vab, hon euz collet ar spi[2] da allout biqen hé wélet. Rédeq a ran gant qément a zaré hag hén, évit gouzout péléac’h éma. Mez pétra a lavaran ! martézé ez éo bréman sébéliet é gwéled ar mor. Ho pézet truez ouzin, ha mar gwézit, ô douéez, pétra hén deus gréat an tonqadur[3] évit savetei pé coll Ulyss, né faéit qét el lavaret d’hé vab Télémaq.

Calypso souézet bras ô wélet qément a furnez, a hélavardet,[4] en eun den qér iaouanq, né allé qét sellout aoualc’h out-han, ha né lavaré guér. En divez

  1. E brezoneq tréfoet : doucéet.
  2. E brezoneq tréfoet : an espéranç.
  3. E galleq : le destin.
  4. E brezoneq tréfoet : loqanç