by GoOglC Niver ha nerz ar ouennou loened a ziscuez eta furnez an Aotrou Doue : eur ouenn bennag neubeutoc’ii, bag an traou a vye bet digompez. V. — Roudou Doue en den Comzet em eus dija deuz eur medicin paian a jomas sebezet dirag ar merkou a furnez a gavas e corf an den. Ar c*horf goulzgpude n’oa-ket anavezet goall vad en amzer ma veve Galian. Pegen estlammuet e vije ket ar medicin-ze, m’han dije anavezet eveldomp-ni gant pebez ijin eo bet aozet izili an den. Lavaromp eur ger bennag divarbenn ar galon, al lagad hag ar scouarn. a) Gouzout a reomp holl e ra ar goad an dro d’ar c’horf pcnn da benn evit cass peadra d’he vaga hag evit digass ganthan ar pez ne c’hell ket servichout d’ar vuez. PTien deus great he dro, ez eo contammet, ha ma ne ve ket scarzet beb ar mare, an den a varfe. Penaoz e vez scarzet ar goad euz he gontamm ? Setu aman. E creiz an den ez eus eur pez kig hag a zo bras evel an dorn serret. Ar gigen-ze a zo hanvet calon. Rannet eo e diou loden : ar galon zeou hag ar galon gleiz. E peb hini deuz al lodennou-ze ez eus daou gombot hanvet scouarnigou ha cofigou : ar scouarnic hag ar c’hofic deou, eun or etrezho, ha carget a c’hoad du; ar scouarnic hag ar c’hofic cleiz, eun or ive etrezho, ha carget a c’hoad ruz. Guelet a rit eta petra eo ar galon : pevar gombot hag a zo, daou ha daou, darempred etrezho. Mad ! ar goad pur, pe ruz, a vez bannet gant ar c’hofic cleiz e goazien vras ar galon. Ar voazien-ze eo kef an holl goaziennou a zo carget a c’hoad ruz. Taoler a ra e giz pa lavarfet scourrou, hag ar re-man a daol larkoc’h scourrou bihannoc’h, hag evelse bepred, beteg ma teu ar goazied da veza calz moannoc’h eged bleo ha niverus meurbed. Eur spillen sanket er c’horf ho rog a gantchou. Ar goazied munut-ze a zo great gant eun danvez hag a zo ken tano, ma lez traou boedec ar goad da dremen e gwiaden ar c’horf. Goulzgoude, ar goad en em zaotr dre ma ’z a. Neuze e tistro d’ar galon dre ar goazied du a zeu da goueza hed an hent an eil en eben hag a en em daol d’ar fin er scouarnic deou. Ar scouarnic a stlap anezhan er c’hofic Digitized by GoOglC — 296 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/625
Neuz