Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/624

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

asseet. Er broiou goloet a erc’h, evel en Anter-no»,. an oursien a zo gueun hag a c’hell bale dinec’h eb chacha varnho daoulagad ar chasseour. E coajou bras an Amerik, an tigred, ar panthered, a zo marellet evel ar guez ha brizellet evel delliou toullet gant ar sclerijen. G foenneier hor bro, ar raned a zo glaz evel ar yeot hag a guz eas en ho zouez. Ma chench liou an dachen, an hud-glazard (caméléonj a jench liou da heul, evit gellout cuzat (Cf. Lecture pour tous, mars 1903). Erfin, ar pez a ziscuez guella, d’am zonj, eo bet great al loened gant unan fur meurbed eo ma z-eus anezho hervez ma z-eus ezom. Eur ouenn a zo frouezus seulvui m’eman e riscl da veza discaret. Al lontreged bras etouez al laboussed, evel an er hag ar gup, ne zozvont nemet daou vi. Ma teufent da speria re, an holl ouennou disterôc’h a ve drebet gantho. Al lon- treged bihan ne zozvont nemet pemp vi d’an hirra. Mes ar filipped hag al laboussed a zo mad da zribi a zozv beteg ugent. Ar cTiemm a zo brassocTi c*hoaz etre ar pesked. Ar mor-vleizi marlounk n’ho deus ket calz a re vihan, mes ar pesked a vez lounket a zozv eun niver eb count a viou. A hent all, red eo eve cavatal ar ouennou loened. Ma teufe eur ouenn da vankoùt, he enebourien a deufe da veza calz re niverus hag an dud a ve lazet gantho. Kemeromp tigr an Indez evit scuer. Na ve kct mad discar he onenn, rag an tigr-se a laz a villierou eur zarpant hanvet cobra hag a zo calz danjerussoc’h egethan evit an den. Er memes tra, ma ne ve ket ouennou amprevaned da ober brezel an eil d’eben, e vemp rivinet gantho. Ne c’hellfemp fcet padout kenneubeut gant ar c’houibu hag al loened evelse? ma ne ve ket a laboussed ouz ho dribi. Beb vech ma teu an den da zirenka an urz a zo bet lakeat gant ar Chrouer etre ar ouennou loened, e rank paea. Er c’hreiz-deiz deuz an Europ hen deus da c*hou- zdnv gant an amprevaned, abalamour m’hen deus lazet al laboussed ho drebe ; en Australii eo rivinet gant ar c’honicled abalamour m’hen deus ho skignet e leac’h n’oa ket a loened all hag a vige outho da greski re buill. Digitized