man : « An ear a iena ive eun dra bennag, ha dont a cTiell da veza » lazus e broiou an Anter-noz hag ar Chreiz-deiz evit habas- » kaat an amzer dre ma z-eont. » Digitized by GoOglC — 293 — Digitized by GoOglC Lennit: « An ear a iena ive eun dra bennag, ha dont a cliell da veza » lazus e broiou an Anter-noz. Petra hen deus great Renkerar » bed ? Lakaat avelou da c’hoeza etre an Anter-noz hag ar » Chreiz-deiz evit habaskaat an amzer dre ma z-eont. » IV. — Piou hen deus lakeat urz er bed ? (kendalc’h) Kerkent ha m’hen deus paket he brênv, e ro nao daol ftemm d’ezhan hed he gorf, na muioc’h na neubeutoc’h, hag e tiz, eb fazia morse, an nervennou a zervich evit flnval. Eun taol all a jom da rei var an empenn. En dro- man, an amprevan ne rei ket implij euz he flemm, rag an taol a ve marvel: ne ra nemet choka eun neubeut var benn ar prénv louet, beteg ma vezo paraliset evit mad. Piou hen deus roet d’an amprevan-ze eur vouisiegez hag eun ijin ker souezus ? Loened all a gemer eul liou, pe eur furm, hevel mad ouz an traou a zo en dro d’ezho, en hevelep doare m’ho cliemerer eas evitho. Setu ar pez a hanver e galleg « mimétisme. » Evelse, ar c’hrank, hanvet kiniden vras ar mor, a c’hoar en em zigiza evit dirouda ar pesked a vez oc’h he glask da zribi. Lakaat a ra pennou bezin bihan var he grogen. P’ho deus cresket eno, ar c’hrank a zo lakeat hevel ouz eur mean goloet a vezin. Gant an dra-ze e chom peurvuia etouez ar c’herreg. An amprevaned blevec, hanvet bescouled hag a vez cavet var an aleg, ar bezo hag ar scao, ho deus ar c’hiz d’en em zerc’hel en ho za var goalennou pe tronchennou ar vezen, ha ne c’heller mui ho c’hemma dioutho. Piou hen deus desket d’ar re-ze ober kement all evit lakaat ho buez e savete ? Peurvuia al loened ho deus bet ar zae a zere dioc’h ar vro ma chomont ennhi, evit gellout cuzat eassoc’h. E dezerchou bras an Afrik, al leoned, ar c’hanvaled, an heizezedigou, a zo livet holl e melen e giz treaz ar vro. Eas avoalc’h e c’hellont beza kemeret evit berniou treaz, hag abalamour da ze, ne reont ket a zifizians d’ho freiz, pa vezont o chasseal, pe e tiroudont an enebour, pa vezont ch
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/623
Neuz