Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/626

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

hag heman, d’he dro, a vann anezhan er skevent dre voazied hag a ia var vunutat evel re ar c’horf. Ar goad & geraer ezen vad hag a zistaol ezen gontammet dre voa- siennou tano ha munut ar skevent. Purifiet e vez eta gant an ear yac’h a zired euz an dianveaz peb tro raach alaner. Ha pa vez purifiet e tistro d’ar scouarnic cleiz hag ac’hano d’ar c’hofic cleiz evit coumans eun dro nevez er c’horf. Setu aze labour ar goad. Eun dro vras a ra er c’horf evit he vaga ; eun dro vihan a ra er skevent evit en em scarza. Na pegen ijinus eo bet crouer an den! Red oa cass pemp pe c’huec’h litrad goad dre ar c’horf a bez evit he vaga : great hen deus ; red oa charreat euz ar c’horf ar pez a ioa noazus d’ezhan : great hen deus ; red oa purifia ar goad evit ma vije mad adarre da vaga: great hen deus. Ha penaoz hen deus en em gemeret evit ober euz ar galon eur benvec goest da stlapa ar goad gant nerz ? Great hen deuz anezhi gant danvez-astenn : striza ’ ra varnhi he-unan. ha distriza goudeze. Ha penaoz e c’heil ar galon padout da vont en dro noz- dciz epad eur vuez hir ? Rag an holl izili a rank ehana, pe dont da veza didalvez crenn evit peb labour. Deskit ne vez ket ar galon o striza hag o tistriza eb ehan : an dre- - deren euz an amzer e chom distriz (teir loden var zeg loden seconden), hag e tiscuiz, Ha penaoz ar goad ne d-a morse var he giz ? Setu. P’en em gav dirag ar scouarnic goullou, ez a ebars. Kerkent ar scouarnic a striz cvit he gass er c’hofic. Mes en em lakaat a ra da striza c kichen an antre, hag ar strizadur en em skign beteg dor ar c’hofic. Kemerit eur voadegen ha moustrit var eur penn en eur vont beteg ar penn all: ma ’z eo heman digor, ar goad holl a dec’ho dreizhan. En hevelep doare, ar goad a dremen e cofic ar galon en eur zigeri an or gant he bouez, evel ma vcz digoret dor eun ti dibrenn gant eur vountaden. Ha penaoz, p’en em lak’ ar c’hofic da striza d’he dro, ne d-a ket ar goad var he giz er scouarnic dre an or ¦digor ? Ahalamour ma serr anezhi, kerkent ha ma clask kiza, evel an dour paket en eul lenn-mor a gloz ar ranvel, pa glask diskenn gant ar mare. Digitized by GoOglC — »- —