Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/610

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

AN DOARE DA ZESKI GALLEG Brema ’z eus eun nebeudig bloaveziou, tri goueriad eus Pount-an-lliz, Yan Zaout, Fanch Trubuill ha Loïz I)inae’h, a lakeas en o fenn mont da zcski galleg. Gant aon na gavjent ket a dud desket awalc’h d’o c’henlelia war ar meaz, hon tri goueriad a gemeras penn an hend da vont da Vrcst. Fizianz o devoa e kavjent eno eur Gall bennag gouest d’ober skol dezo a zoare. Erruet er ru Siam (m’am eus sonj mat), Yan Zaout a glevas ar ger « Moi-même » lavaret gant eur bourc’hiz kofek-bras o kaozeal gant eur bourc’hiz all. — « Moi-même, eme Yan, en cur ober eul lam a lcve- nez, setu me desket braz dija war ar galleg ! » Kaout a rea d’ar paourkeaz Yan edo brema an doktor brasa eus Bro-Chall, ha nc ouie mui petra lavarc, gant al lorc’h a yoa ennan : « Ah ! emezan, moi-même, me ’ zo gouestbrema da werza, gant va galleg, an daou c’hi- naoueg-man zo ouz va heuilh ! » Eur pennadig divezatoc’h, setu eur vanden zoudarded o tont gant ar ru, bleinet gant eur c’hos serjant bennag. Trouz ha safar a yoa ganto, ken na vouzarent an dud. Fanch Trubuill a c’hellaz kutuilh evelato ar ger galleg « pour son argent » lavaret a bouez-penn gant eun tam lastez-soudard, bcac’h dezan oc’h heuilh e gamaraded 1 ken berr e oa e zivesker ! D’e dro Fanch a gomzas ive seac’h da Yan : « Te, emezan, bremaïk a lavarc e werzfes ac’hanomp d’ar Gal- laoued abalamour na ouiemp ket a c’halleg! Me brema ïvc a zo gouest daz kwerza d’cur Gall bennag pour son argent !! » Abarz an divez, Loïz I)inac’h a c’hellas ive difurcha eur ger galleg. Klevet en devoa eul labourer-mezo o youc’hal, evit n’ouzon petra, « bien sür! bien sür ! » a bouez e benn. — « Ah ! bien sür ! eme Loïz, me oar galleg d’am zro ive bien sür ! » Gwech an amzer hon tri goueriad a adlavare pephini ar ger galleg en devoa gellet da dapout. Aon bras o devoa d’o ankounac’haat. Gant ar geriou-ze e kave dezo e c’h