petra ’ta etre ar re fur hag ar re a gar heulia an hent mad. Ma tigouezfe, en eun doare pe zoare d’unan skanvbenn bennak beza digemeret ha ne vefe mad, nemed da drabasat ar re all, ar re genta a vije bepred ar vistri d’hen lakaat war an hent mad pe... er meaz. Pegement e koustfe eun hevelep ti ? Ar brasa dispign a vije evit paea ar gouel Mikeal. Aman en Naoned ne gredan ket e vije kavet hini ebed dindan 260 lur pe 250 lur. Red e vije kaout eun ti, pell eun tamm diouz an tiez all. Liproc’h e vefe hon tud yaouauk en eur ru honest, sioul, gant amezeien a zoare heb beza re bell ive diouz ar c’hazarn. Eur plac’h kos, pe eun intanvez a faotfe kaout evit skuba an ti ha reiza an traou. Danvez sklerijenn ha danvez tan a vefe ezomm c’hoaz epad ar goauv, hag an traou-ze a zo ker eston en Naoned. Ne gomzan ket euz an arrebeuri, taoliou, kadoriou, c’hoariou, levriou ha paper kement-ze a vije kavet evit netra digant tud karantezuz. Evit gwir ne gredan ket e yafle an dispign cn tu all da 100 skoed er bloaz. Ker eo, a.lavarfot, marteze ; n’hellan ket hen nac’h. Ha koulskoude nak a frouez a deufe gant ar pez labour-ze kaset da benn ha nak a bed den yaouank a vefe miret fur ha kristen gant eun ti savet evelse. Evit ren an ti, red e vije kaout en Naoned, eun nebeud tud kristen ha breton mar be posubl, evit pleal gant an dispignou, mont da gaozeal gwech an amzer gant ar zourdarded ha gwelet ma ’z eo peb tra reïzet mad. Diez awalc’h e vô marteze o c’haout. Rak da genta ha dreist peb tra, beleg ebed n’hellfe pleal gant kement-ze hag an dud a oar brezonek n’int ket stank en Naoned. Koulskoude anaout a ran daou hag a rofe gant plijadur dre garantez vro lod euz o amzer evit kcment-ze ; hogen gwelloc’h e vije ma vije kavet ouspenn eun den yaouank, breizad hag anaoudek euz traou Breiz : tud yaouank, en em blij gant tud yaouank. Ma vije unan ar seurt-ze evit pleal gant ti ar zoudarded, esoc’h e vije peb tra. Bennoz Doue ha sant Erwan, patron ar Vretoned, a vye gantan ha digollet e vije e labour er vuez-man da gentn gant anaoudegez-vad ha karantcz e genvroïdi, rak n’euz pobl ebed anaoudekoc’h eget ar Vretoned, hag er baradoz evit sur digemer mad a gafe ivez digant an Aotrou Doue ha digant sent kos Breiz-Izel. Gweltas. Digitized by GoOglC — 156 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/609
Neuz