54 — N A O N E D Eun dra vad euz ar gwella, o deuz great Merc’hed kristen Frans bodennet e Kastell Paol (1) o rei eun aluzenn evit sevel eun ti da zoudarded Breiz-Izel a zo oc’h ober o servich e keriou Frans. Prederia rear gant paotred Breiz abaoue o yaouankïz evit sevel anezo e skoliou kristcn ; goudeze e kavont digor dirazo patronachou ha kelc’hou-studi euz ar gwella evit o miret mad hag o lakaat da greski e deskadurez hag e furnez kristcn. Kement-ze a vefe labour kollet ma vefent lezet o-unan, ha diskoazell a grenn e kreiz an danjeriou a bep seurt a gavont kcn stank en hor c’heariou bras. Eur beleg kaset d’ar c’hazarn gant al lezennou ifern a ren breman, a lavare d’in n’euz ket pell ar pez a gav goasa evito, emezan eo beza bcpred e kreiz ar jolori direol hag an trouz bouzarus heb kaout eur gamprik hebken den em denna cnni da gemeret gwech an amzer eun tamm repos ha da labourat eno sioulik, an unan. Piou ne gompren ket kement-ze ? Pegen talvoudek c vije, n’eo ket ’ta sevel eun ti el leac’h ma c’hellfe hor soudarded yaouank cn em zestum ken etrezo, kaozeal ha lenn c yez kaèr o bro, skriva d’o c/herent, studia eun draik bennak ha kemeret eun tamm plijadur honest etre mignoned. N’hellan ket hen nac’h, eun hevelep ti, ne vô ket eaz da zevel : evit kas da vad cur scurt pez-labour, daou dra a zo rcd : karantez hag youl vad. Karantez vro, karantez Doue ha karantez evit hor soudarded yaouank a berz an dud pinvidik ha madelezus a roïo o aluzenn evit sevcl an ti hag o amzer evit e ren. Youl vad a bcrz ar zoudarded yaouank, fur ha kristen a vezo digemeret ennan. Evit gwir red e vije kregi gant eun nebeudik anezo, pemp pe c’hweac’h hebken da gcnta. Ar re-ze a vije ar rencrien « an ansianed » hag eur wech aroutet mad asamblez c klaskfent mignoned all, bepred dibabet na (I) SeUitou/. Fei: ha Breiz iniz Even. p. liS. Digitized by GoOglC — 155 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/608
Neuz