Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/592

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Vilaine, beteg aber ar Rance demdost da Zinan. Ar bihanna ledander oa eus Kerahès da Loguivy-Plougras en eur dremen dre Rostrenen ha Lohuec. Al leac’h ma man hirio kear Loudeac a rea var nebeut kreïz ar c*hoat. Evit disipantri eun hevelep tra; evit ober douar labour eus douar griet gant ar griziou oa ret hir amzer. Hir amzer zo bet kemeret. Beteg an tu all d’an daouzekvet kantvet goude Jesus- Christ, eus hano c’hoas anezhan. A nebeudou goulscoude (an den a deu a benn eus pebtrn), ar vouchal hag an tan a danoas anezhan, hag a fors da veza krignet tu ha tu, eo koiüs lavaret eat da netra. Ar Romanet eo a stagas ganthan da genta evit digeri o hentchou bras. Ne zeus hirio nemet ar relegou anezhan, moes relegou niverus ; ne hanvin nemet koat Penpont en eskopti Roazon, koai ar Beffou e kichen Lohuec, ha koat-an-noz e Belle-Ue en terre. — Ouspen ar c’hoat bras-ze, e zoa c’hoas re all, bihan- noc’h mces aleiz anezho. — Lennit buez or Sent koz. Pa e’hoanteant en em dénna eus a douez an dud evit beva o-unan gant Doue, n’ho devoa kct kals a hent da ober evit kaout eul leac’h distro benag, dious o mennoz. — Ar Choat-Doun en em astenne eus Leon-Uhei, eus koat ar Forest e Plouenan marteze, beteg Goelet-Leon. (Lennit buez 8. Herve, hini e eontr 8. Urfol, buez S. Goulchen). Koatmeur e Landivisio ; ar Bern~Aman, e Loc-Eguiner, koajon Brezal, Penc’hran, ar Forest-Landerne nc dïnt nemet ar relegoueus ar choajou koz a c’holoe Bro-Leon. E Kerne, eur c’hoat bras a iea eus adaleg koat Rusquec e PJonevez-ar-Faou ha Loqueffret, en eur dremen dre goat an Nivot & Loperec ha koat ar Chrannou en Hanvec beteg reid Brest. Tro ha tro da Venez-Hom oa koajou Plomodiern ha Plonevefc-Porzay (Pors-Koêt) el leac’h ma vevas S. Corantin ha S. Ronan. Eb mar ebet, hed ha hed an traoniennou doun, e peb korn êus Bro-Arvor, oa koajou eb distag beteg ar mor. Kriben meuez Arre hag ar meneziou Dù n’oa ket moal eveï ar gerreg a ra hirio ho liven-geïn. Gwez bras o goloe ; leac’h zo da geuzia d’ar re-ze da vihana ; rag ouspen m’oant kaer da velet ; ouspen ma torrent an aveïou bras ha tnatibuallent ar vro, e talchent choas Digitized by GoOglC - 139 - &