Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/593

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

n douar hag an dour e steuen o griziou. Èr mare-zé, goude ar glaocïr bras, ar c’houeriou ne ziskennent ket froudennus divar ar menez en eur ziransi an douar hag en eur lakât ar prajou var neun. Ne gomzan kct eus koajou Huelgoat, eus Coatloc’h e Scaêr, eus koat Carnoêt... Tra avoalc’h a meus lavaret evit diskuez e zoa meurbet keuneudek ar vro. Ret oa en displcga evit ma vezo klevet gwelloc’h doare beva tud an amzer-ze. AM DOARE REVA BW AHZER AR «ELTET N’or beuz evit or sklerijenna var an dra-ze nemet ar pez zo deuet dTieomp e gwerziou ar varzet-koz. Moes ar varzet, an oll er goar, a zo boaz da liva kaêr an traou ha da reï evit ar virionez traou ha n’int bet morse skeu- dennet nemet en o speret. a). An tyez. — Komz a reont, ar varzet, eus paleziou kaêr, ennho saliou bras, a veze implijet evit bodadek ar bobl, evel tyez-lesvarn hag evit ar festou bras. Moes hini ebet eus ar paleziou-ze, na soken netra anezho n eo deuet beteg ennomp. Beza zo bet marteze unan benag savet gant an dud pinvidik euz an amzer, gant ar re oa goest da rei d’ar barz bevans ha lojeiz ; moes e peleac’h eman an diasezou anezho ? N’o c’haver e neb leac’h. Diasezou zo bet kavet er mor, hen lavaret or beuz, moes diasezou dister. Leac’h zo da gredi, tyez ar Geltet oa dister, lochennou kentoc’h eget paleziou. Var eun tam mogeriach meïn, veze berniet taouarc’h; eun doén soul evit kloza ; speurennou koat en diabars evit ober an dispartiou ha setu ho zy fardet. Pinvidigiach ar Geltet oa en o bagadou loenet: kezek, saout, denvet ha moc’h. Eus o leaz hag eus o c’hig e vevent; eus o c’hroc’hen en em viskent. O brassa labour oa messa al loened-ze hag o diouall dious an anevalet gouez. Chass o doa, n’eo ket evit gadouna pe labousseta moes evit ober an hu var ar moc’h gouez hag ar bleizi. Douar labour o doa ive, moes nebeut, rag ar brassa eus an douar oa dindan koat, strouez ha geun. En o far- keïer e c’hadent ed-guinis, ed-eiz, kerc’h, lin ha kanab... An houarn, ar ploum, ar stean, an arem oa anavezet Digitized by GoOglC — 140 —