c.) E Bro-Kerne9 c plegmor Benodet eus bet kavet e goelet ar mor eur valiad gwez hag a iea eus Loctudy varzu an enezennou « Les Glénans », hag eun all a ia cus ar Forest varzu ar memez leac’h, etc, etc. Kendcrc’hel a c’helfet pelloc’h ha disken hed ha hed aotchou Bro-Chall. Eun hevelep tra zo c’hoarvezet e peb leac’h. 2° Ar tfhoajou bras eus Bro-Arvor. Evit gwelloc’h anaoutdoare arvroe raare ar Geltet, ar mor zo bet or c’hentellier kenta, rag ar mor e deus miret muioc’h eget an douar relegou an amzer goz. An nep a evessaio mad ous an traou-ze a denno c’hoas ac’hano deskadurez. Petra vez kavet en aotchou lounket gant ar mor ? — Gwez, gwez c’hoas, gwez atao; nebeut a dyes. Ribl ar mor oa eta glasderet holl gant ar c-hoajou; Ha goulscoude tost d’ar mor oa ar gwella douar labour, Petra ne dlie ket eta beza ar greizen nemet koat aiao, ha koat eb distag ? Unan, dreist ar re all zo brudet: Koat Brezelian. — Hennez zo bet koat ar varzet koz ha nevez. Dister e ve eul levr hir evit displega ar marvaillou o deus savet divar goust ar c’hoat-se. Eno oa bro ar c’horriganet hag ar viltansou; bro al loenet iskiz, an aêret askellet, an amprefanet eusuz, ar glazardet hag ar sourdet diventi Piou n’en deus ket klevet hano eus an traou bursudus a rea eno ar gorrigez Viviane, hag e c’homper, ar c*housker Merlin ; eus feunteun Baranton. « Eur skudellat dour » tennet eus ar feunteun-ze ha skuillet var ar roc’h zo » demdost dezhi a dro raktal e mogidel dù ; koumoul » tenval ne zale ket da c’helei ar vro, ha setu ar gurun » o krozal, al luc’het o freuza an oabl. Kement zo bet » test eus ar burzud-ze a c’hoantaffe hen ankounac’hât » kement eo bet spourounet gant an enkres ha seizet e » izili gantarspount. » Rimadellou koz! mar kirit: mces bezans ar c’hoat n’eo ket eur rimadelL E kement a ma cheller barn eua dra ker koz, en devoa vardrô tregont leo eus ar Sao-Eol, e kichen Monfort-sur-Meu, d’ar c’huz-eoi e Loguivy- Plougras; ha vardro pemzek leo da vont da ugent a le- dander eus an anternoz d’ar c’hreizdeiz. Arbrassaledan- der oa eus al leac’h hanvet hirio Redon var aber ar Digitized by GoOglC — 138 —
Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/591
Neuz