Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/590

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

ha prat ? Pe c’hoas ar mor e deus drebet a nebeudou, tam ha tam, dre hir amzer an tevennou treaz ? Dies eo er gouzout; an eil tra hag egile a dle beza guir. Evelse, e plegmor Cancale e z’oa, er pemzekvet kantvet, diou barrez hanvet ar Paluel ha Toumcn hag a zo hirio eat a neubeudou, dispcnnet tam ha tam gant ar mor. Eur greden stard zo ive etoucz ar bobl, cus bet gwechall var lez mor Douarnenez eur gear brudct hanvet kear /s, hag a zo bct distrujct en eun taol kompt gant eun tarz mor kounnaret, eun dra benag henvel ous ar pez a c’halvcr e gailek, un raz de marée. — Moes n’eus fors penaos co bet c’hoarvezet an dismantr, eun dra zo sür : tro ha tro d’an aotchou, var eun anter-leo, eul leo hag ouspen ave- chou, oa gwechall koajou bras, tyes ha parkeier hag a zo bet lounket gant ar mor. D’ar reverziou bras, e mare an trê, diasczou tyes zo bet kavet e Lokmariaker, e Kamelet, e beg ar Chaor demdost da Grozon. Er Morbihan, ctre an enezen Ilir hag enezen ar Gazek, en eul leach hanvet Cromlech Er ’Lanic^ ar Geltet o doa savet cur renkennad meïn bras. Hirio e m’aint trivac’h troatad dindan an dour. Mces ar pez a vez kavet aliessa hag ar muia eo korfou gwez bras ha keffiou teo sebeiict, meur a vil bloas so marteze, e gouelet ar mor. Heuillomp an aot eus Menez Sant-Mikeal e kichen Sant-Malo beteg ar Morbihan. a). Doun er mor a gelc’h Mencz Sant-Mikeal, el loden aot a vez dizoloet d’ar reverziou bras, e zo bet kavet korfou gwez bras ha kefliou sanket doun en treaz, testeni sür e zoa al loden vor-zc goloet, amzer zo bct, a goajou ha stag ous an douar bras ; ar memez tra en eul loden eus plegmor Cancale ; gwez atao er mor a ia eus beg Cancale da veg Frehel ; dirag parrez S. Coulomb e kichen beg Meïngar ; — ecreis aber ster ar Rance e plegvor Dinard ; — en aotchou S. Lunaire, S. Briac, S. Jacut ha S. Cast ; e Plankoét, en aber an Arguenon ; e Loc- Mikeal an Treaz ; — hed ha hed al leo-trcaz, er c huz-eol da Lannion. b). E Bro-Leony -— e rad Montroulez, el leac’h hanvet Hanter al lenn ; — en aotchou ar Chernik etre parrez Guinevez ha Treflez ; — e plegmor ar Gwen-Treaz e kichen Konk ; — demdost da Santez-Anna ar Portzik, en anternoz da Vrest. Digitized by GoOglC — 137 —