Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/584

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

cant rizen domder a ioa neuze en douar, mes millierou, hag hervez lod, millionou. Netra ebed ne c’hellebeva var an douar en amzer-ze. Euz a beleac’h ’ta neuze e teu ar vuez, p’e guir n’eus ket bet ato anezhi ? Choui ha me ha kement hini ne dorr ket he benn o clask digareziou fall a lavar : ar vuez a veler bepred o tont euz ar vuez, hag ar vuez kenta a zo bet crouet gant Doue. Phan deus c’hoant eun den a douez ar bobl da grenna he c’hlabouz d’eur prezeger caér bennag a lavar n’eus ket a Zoue, e c’houlen outhan : « Euz a beleac’h e teu ar yar ?» — <* Euz ar vi. » — « Hag ar vi ? » — Euz ar yar. » — — « Hag ar yar ? » Setu va den killet, ha ne lammo er meaz deuz ar chill-zenemet oc’h anzav eo bet crouet ar vuez gant Doue. Mes beza ’ zo tud hag a zo guelloc’h gantho credi fors e petra kentoc h eged e Doue. Red eo cass da netra ho digareziou fall. Kenta digarez fall. — Eur Zaoz, hanvet William Thomson, hen deus lavaret eo bet hadet ar vuez var an douar gant eur mean a zouge had hag a ioa bet distaget dioc’h eur stereden. Ar pez a lavar hennez a zo diskiant. Rag ma teu ar vuez euz eur stereden, e ranker clask penaoz oa divoanet eno. Ma responter e teu deuz eur stereden all bennag lar- koc’h, e ranker adarre goulen penaoz he deus gellet sevel en hounnez, hag evelse bepred. Ar pez a zeu d’ar fin da veza randonerez. A hent all, netra ne c’hell chom beo var eur mean hag a gouez euz an env: lazet e ve gant ar ienien a zo etre ar stered hag an douar (273 rizen izeloc’h eged ar zero), pe gant an domder a zavfe var c’horre ar mean o treuzi an oabl. Hag evit guir, ar mein a gouez euz an env a zo ien-scorn en diabarz ha tomm-bêro en dianveaz. Digarez William Thomson ne dal netra. Eil digarez fall. — Ar vuez a zo divoanet he-unan e poultren hag e pri an douar. Er penn-kenta oa dister- dister; mes ar c’heazic a zo eat var vellaat hag he deus great dre hir amzer eun neuz ieotennic; hag a fors da grenvaat, eun clem-prenvic ; hag a fors da vont va