Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/583

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

filsved blavez N° 5 Gouere 1609 Feiz ha Breiz

Kappad Misiek ar Vretouped

Perag e ranker credï ez eus eun Doue ? (kendalc’h)

III. Plou hen deus crouet ar vuez ? Beza * zo var an douar eun niver bras a draou beo, plant ha loened. Memez an dour sclerra da velet a zo car- get a loenedigou hag a zo ken niverus, ma ’z eus eur c’hn1z en eur veskennad, ha ker munut, mac’h en em zifretont eno gant ar brassa frankiz.

Ar vuez eta a zo bet hadet founnus er bed.

Euz a beleac’h e teu ? Setu ar pez a ranker da glask. A dra zur, n’eo ket bet ato var an douar. Hirio an dud a zo en em lakeat a-zevri da studia ar pez a hanver « tonnen an douar », da lavaret eo, ar guiskad traou a gloz var an tan a zo e creiz hor planeden. An donnen-ze he deus var dro 40 kilometr a deoder. Mad ! dre ma toul- ler anezhi e caver relegou, moull pe tres plant ha loened, hervez an urz m’int en em ziscuezet var an douar. Da dosta d’ar gorre e caver loened pevar-zroadec; izeloc’h, laboused; izeloc’h, pesked; izeloc’h c’hoaz, prenved. Goudeze n’eus ket mui a loened. Ma tiskenner c’hoaz e tonnen an douar ne gaver nemet tammou plant, ha ma cleuzer beteg ar « guiskad douar kenta », ne veler ket an disterra tres euz eur blanten. En amzer m’edo ar guiskad-se oc’h en em ober n’oa buez ebed var an douar. Eur mare a zo bet eta ha n’oa ket a vuez var an douar. Ouspenn-ze. ne c’helle ket beza. Rag an douar, evel ma tesker commun, a zd en em zistaget dioc’h an heol er penn kenta, p’edo o tôvi evcldhan, pa ’z oa ennhan eun domder ha ne c’heller kct da gompren. Gouzout a reomp e verv an dour pa zao d’ar c’hanved rizen domder. N’e ket