Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/585

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

r — 131 — araog, eun tamm peskig; hag a fors da gerzet, eun eunic bennag; hag a fors da vont en dro, eul loen pevar- zroadec; hag a fors da bignat bepred hueloc’h eur mar- mouz ; ha d’ar fin, an den he-unan. Pa vezo parfet, e reio eur mestr-den. Evel a velit, an den he-unan, hervez an doctored-ze, a zeu deuz eur c’hrinsen bri a zo en em lakeat eun deiz da veva. Daou zra a zo da zislavaret: da genta, ar vuez n’eo ket deut he-unan deuz an douar, mes deuz eur vuez all crouet gant Doue; d’an eil, netra ebed na ziscuez eb mar eo tre- menet ar vuez euz a ouenn disteroc’h da ouenn parfe- toc’h; mes peb ouenn a zo bet crouet gant Doue hag he deus he buez he-unan. 1. Ar vuez n’eo het deut he-unan var an douar. — Eun den hanvet Pouchet a stagas dreist holl he hano ouz ar greden-ze. Pasteur eo an hini hen dislavaras. Heman a ioa gouiziec bras. Studia ’ reas gant ar brassa evez al loenedigou munut a zo e peb leac’h hag a skign aliez clenvejou, ha caout a reas an tu d’ho dinerzi, dreist holl ebars en dud a zo bet taget gant chass clanv. Etre ar bloaz 1858 ha 1865 e tiscuezas da Bouchet ker sclear hag an deiz oa had e kement leac’h ma tispak eun dra beo. An dud gouiziec a rankas anzao n’eus netra surroc’h eged ar pez a ziscueze Pasteur, hag ar re anezho ho doa spe- rejou eùn ha leal a lavaras dioc’htu « e teu ar beo deuz ar beo » hag ez eus er penn-kenta eun aozer hag hen deus crouet ar vuez. Ma sonj deoc’h oa clozet evit mad an abaden gant Pas- teur, e faziit. An dud dizoue a lavaras : « Peb buez aozet mad a zeu deuz ar vuez, e giz m’han deus discuezet Pas- teur. Mes caout a c’heller traou beo ha n’ho deus na furm nag aoz. Hevel int ouz pouloudennigou caouled, ha beo int evelato, p’e guir ec’h en em vagont hag ec’h en em skignont. Ober a reont ar pount etre an traou n’ho deus ket a vuez hag an traou a vev. Hogen an traou a vev a zeu anezho. » An dud dizoue, ma n’ho doa ket a c’hoant da dreraen evit glabousserien, n’ho doa ken da ober nemet mont da glask ar boulouden veo n’oa ket eur mineral ha n’oa ket eurblanten, mes an eil hag egile assamblez. Pinvidic Digitized by GoOglC —