Mont d’an endalc’had

Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/569

Eus Wikimammenn
N'eo ket bet adlennet ar bajenn-mañ

Evel eur skoulm santel ema kroaz Hor Zalver Etre Doue ha ni, Kroaz, fizianz ar pec’her, Hirio ni ho salud, o kroaz errez a beoc’h ! En tour, en traon d’ar groaz, eun hanter izeloc’h, Ema kambr ar c’hleier, a zo daou gloc’h enni, Anavezet o mouez aman gant pephiui... — « Savit da labourat », eme d’eomp ar c’hleier Bep mintin, « ha buan kerzit d’ho parkeier ; Arabad adreist-oll dizonjal ho pedenn ! » Kreizde! Brevet hor c’horf dindan al labour denn: — « Ehan ! eme ar c’hloc’h ; diskuizit, bugale, Kerzit da glask ho mern, mez en-dro hep dale! » Duze pell en dizwell pa vez an heol ruz-tan O tiskenn er mor doun a-drenv an dero koz, Diveza galv ar c’hloc’h a lavar d’eomp: « Ehan! » Poaniet ho peus awalc’h diouz ar mintin d’an noz. » Doue ne c’houlenn ket gant e grouadurien, » Labour dreist o galloud. Breman, labourerien, » Distroit oll d’ar gear da glask penn euz ho koan, » Hag evit diskuiza warlerc’h eun devez poan! » O labourer-douar, ar greun hadet ganid » A zidenvo buan, hag a reio kelvid » En da bark, a c’hlazo dindan gliz ha tomder ; » Hag ocli eosti d’an hanv, en desped d’az skuizder, » Da galon a drido ; rak d’alc’hmad da labour » A vezo diwallet eneb d’az enebour » Gant elez da Grouer bepred madelezuz : » ’Vit e drugarekât, lavar an Anjeluz ! » ... Hag epad ma klevomp ar c’hloc’h o son lirzin, E lavaromp « Ave », stouet war hon daoulin. Ha setu ni d’ar gear goude teuler eur zell War goantiri dispar hor Mam-Vro Breiz-Izel, Epad ma pign al loar, didrouz, mesk ar stered, Evel eur Rouanez gant he strollad floc’hed. — « Hirio, pa zonez drant, kloc’h, petra ’lavarez ? » Klevout a reomp da vouez o c’hervel ar barrez! » — « Hirio, parresioniz, eo digouczet ar zul, » An deiz ma skuilh Doue grasou puilh, hep muzul, Digitized by GoOglC — 122 — »