Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/570

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

An deiz ma c’hourc’hemenn d’an oll mont d’an Iliz • D’ar zul e sonan sard, evel em yaouankiz ; » Va c’halon arm a drid p’ho kwelan kristenien, » En desped d’an domder, pe daoust d’an amzer yen, » O tiredet oll aman d’an oferen-bred, » Ha p’ho kwelan, goude, daoulinet er vered » Evit pedi Doue da gemeret touez » Ouz ho tud tremenet, ouz Anaon ar barrez ! » Keit ha ma kendalc’hoc’h da zont oll d’an Iliz, » E sonin laouen-braz, bep sul, Breiz-Izelliz ! » — « Kloc’h va farrez, lavar, petra zo a nevez ? » — c Eur bugel badezet a zo deut d’ar vuez, » Hag e fell d’in kana da zeiz ginevelez » Eur bugel da Zoue hag eur breur d’an Elez ! » — « Kleier, c’houi ’zon laouen, perak an dra-ze ’ta ? » — « En e galonig glau, evit ar wech kenta, » Eur bugel en deiz-man en deus digemeret » Korf ha gwad e Zalver! » — « Petra zo tremenet » Hirio ? » — « Daou zen yaouank o deus touet gant le » D’en em garet dalc’hmad an eil hag egile! » — « Ha perak bep eil tro, kleier, e sonit kaon ? » » Pedit, rakeur c’hristen a zo eat dan Anaon ! » Ah! Tourik va farrez, pegement da garan !... Evel ar martolod a glask sked an tour-tan Da veachi, d’an noz, war ar moriou treitour, E klaskan ac’hanout war ar meaziou, va zour! Ouzpenn mar tigasez an envor da bep den, Tour, euz ar Baradoz, Bro wirion ar c’hristen, Ez oud eun ere krenv etre tud eur barrez ; Pep kalon a lar d’id : « karantez, trugarez! » Yvon CROQ, « Eostih Kerinek. »


^VCyWrsOW--¦-¦

Digitized by GoOglC