Pajenn:Feiz ha Breiz 1903-1907.djvu/568

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet

. An ozac’h nelavaras ger hag en em lakcas da wiska e ztllad; mez a greiz lavaret e bedennou e teuas eur zonj en e spered. ... Ar C’herne-ze avad, emezan, en deuz komzet drol ouzin-me..... Mont a ran en hent..... Gant an Elez hag ar Zent..... Ha bennoz Doue deoc’h..... An tad eternel ra vô ganeoc’h..... Hag hen da zellet er chiminal..... Partiet an anduill, emezan, en eur ober eul lenvadenn, hag e chome da zellet ouz ar vas teo a ioa bet ouz o dougen, hag a ioa breman a istribill evel eun anduillen. Raktal, setu oll dud an ti war zav hag ec’h en em lakeont da redet evit diarbenn al laér. Mez re zivezad emedont, Kerne ebed ne weljont, setu oa ranket ober iun an anduill er bloaz-ze. (Unan euz ar marvaillou destumet gant A. M. Saout ha taolet ganti aman hag ahont dre douez ar gwersiou hag ar soniou a zo bet kurunet dezi e Gouel ar bleun-bruk e Kastell Kerjan d’ar 4 a viz Gwengolo 1906). Tour lliz va Farrez. f D’an aolr. Th. Siou, . . person e PoulUn.) Tour Iliz va farrez a weler o sevel Splamm, moan ebarz an ear, adreist ar gwez huel. Ma ’z eo du an amzer, an tour gant e liou gwenn A droc’h ar vogeden, evel eur stereden A lugern splammoc’h c’hoaz pa vez tenval an noz. Ha bez eman an heol o skuilha e vennoz ? Neuze, war beg an tour ar groaz a lintr dispar. Ar groaz, merk ar christen, huel diouz an douar Zo bet aze pignet evit beza, diouz pell, Gwelet gant pephini o sevel en dremwell. Ar groaz a ziskennas Doue beteg an den, A c’hell pignat an den beteg Doue zoken. Digitized by GoOglC — 121 —